Foar ar goulennoù

Hag ar respontoù!

Eus tu ar pourchaserien

Daoust hag eo ret din kaout div gef ?

Ket, n’eus diaester ebet evit ar c’hef. Un ostilh evit paeañ e-giz unan all eo ar Bizh, talvoudegezh an euro a zo ganti. Tu a zo programmiñ ur mod all da baeañ war ar c’hef enrollañ. Laket e vo giz un iz-kont teñzorerezh (Kont klas 5 pe 467: Dleour a bep seurt).

Bemdez e vo ret kontañ ar bilhiji Bizh evit gwiriekaat ar c’hont pemdeziek e Bizh.

E euroioù e vo enrollet ar sammadoù er c’hontouriezh. Evit an diskleriadurioù sokial ha tailhoù e vo diskleriet euroioù ivez.

Penaos e vez lakaet ar Bizh er c’hontouriezh?

Ne vez ket lakaet ar Bizh war wel er c’hontouriezh. Enrollet e vez pep eskemm e euro. Ar memes tailhoù ha taosoù e vez gant ar Bizhoù ha gant an euroioù.

Un doare da baeañ eo ar Bizh nemetken, e-giz ur chekenn vakañsoù, ur skrid-prenañ pe un tiked preti…

Daoust hag eo ret diskleriañ ar Bizh d’an tailhoù?

Ket, bepred e vez enrollet ho gwerzhioù e euro ha notennet en ho kontouriezh e euro. Pep diskleridur e vez graet e euro (TGO, tell war ar c’horvoder, tell war an embregerezh…).

Daoust hag e c’hellan asantiñ ur paeamant e euro hag e Bizh war ar memes-tro?

Ya, tu zo paeañ e meur a doare evit ur brenadenn. Evit ur produ a goust 13,85€ da skouer e c’hello ar bevezer reiñ 13,50 Bizh gant bilhiji 10, 3 ha 0,5 Bizh ha klokaat gant 35 santim gant pezhioù euro.

Penaos rentañ ar moneiz war ar Bizh?

Pa vez paeet e Bizh e rentoc’h ar moneiz e Bizh. Met ne c’hellit ket rentañ euroioù pa ‘z eo bet roet Bizhoù.

N’eus ket kement a bilhiji e Bizh eget ma ‘z eus pezhioù evit ar santimoù euroioù. D’ar c’houlz-se eo ret ober e-giz gant ar chekennoù vakañsoù: ret eo goulenn ar sammad rik digant ar bevezer-ez.

Ma goust ur produ 3,30 € e c’hel ar bevezer reiñ 3 Bizh ha 30 santim euro.

Gellet a ra ivez reiñ 3 Bizh hag un euro. D’ar c’houlz-se e rentit 70 santim euro dezhi pe dezhañ. Gant ar pezhioù euro e vez graet neuze evit tizhout ar gont rik.

Petra ‘ran pa ‘m eus re a Bizhoù?

Treiñ er vro eo pal ar moneiz lec’hel evit krouiñ pinvidigezh er vro. Ar gwellañ neuze eo kavout pourvezerien lec’hel. Gellet a ra ar gevredigezh MLK-Gwened sikour ac’hanoc’h evit kavout lod.

Ma n’ eo ket posupl kavout pourvezerien lec’hel e c’hellit:

Paeañ ul lodenn eus ho c’hopr deoc’h pe hini ho implijidi gant ar Bizh, ma asantont;

Implij anezho e-giz an implijerien all;

Eskemm anezho e euroioù en-dro. Ret eo mont a darempred gant ar gevredigezh MLK-Gwened d’ar c’houlz-se (contact@bizh.bzh pe 07.67.76.96.78).

Daoust hag e c’hellan paeañ va c’hopridi e Bizh?

Ya, ar gwir ‘zo d’en ober hervez al lezenn, keit ma ne vez ket roet ouzhpenn 1 500 € [1, 2], ha gant ma vez asantet gant an implijiad. Ret eo notenniñ ar sammad roet e Bizh war ar fichenn gopr e-giz ma vefe arc’hant laosk.
N’eus bevenn ebet a-fed sammad evit an dud e-penn an embregerezh.

[1] https://www.legifrance.gouv.fr/affichTexte.do?cidTexte=JORFTEXT000000682043
[2] http://questions.assemblee-nationale.fr/q11/11-60611QE.htm

Petra a zegas din asantiñ ar Bizh em stal?

Ur seurt label eo ar Bizh, un doare da vezañ anavezet. Pa ‘z a ur bevezer en ur stal a asant ar Bizh e oar eo engouestlet an embregerezh evit lec’helaat an eskemmoù, hag en deus ur preder ekologel hag sokial.

Un doare eo da reiñ an tu d’ar geodedourien da “vouezhiañ” evit stal-mañ-stal, en ur brenañ ganto.

Un doare eo ivez da embarzhiañ ur rouedad frammoù lec’hel o deus ar memes sell etik hag ekologel.

Eus tu an implijerien

Pelec’h e c’hellan eskemm ma euroioù e Bizhoù?

Er stalioù eskemm ez eus tu en ober. Ur pegsun glas a zo war o rakstal. Setu al listennad: [LISTE COMPTOIRS D’ECHANGES sur le site www.bizh.bzh]

Pelec’h dispign ar Bizhoù a zo ganin?

E stalioù ar rouedad e c’hellan prenañ traoù. Ur pegsun ruz a zo war o rakstal pe ur skritell war o stand evit ar re a zo war ar marc’had. Amañ e kavoc’h roll ha kartenn ar stalioù a asant ar Bizh: [ LISTE ET CARTE PRESTATAIRES sur le site www.bizh.bzh]

Daoust hag e c’hellan amdreiñ ma Bizhoù e euroioù en-dro?

Ket, n’eus nemet ar pourchaserien a c’hell en ober.

M’o peus diaesterioù da implij ho Bizhoù e c’hellit dont e darempred gant ar gevredigezh MLK-Gwened hag e vo kavet un diskoulm.

Daoust hag eo ret bezañ o chom war tiriad mor Bihan Gwened Tolpad evit ober gant ar Bizh?

N’eo ket ur redi evit an dud prevez. An dra nemetañ a zo ret eo emezellañ er gevredigezh MLK-Gwened.

Perak eo ret emezellañ er gevredigezh MLK-Gwened?

Ne vez aotreet gant al lezenn daoreoù paeañ all estreget an euro nemet ma vezont implijet e diabarzh ur strollad tud. Krouet eo bet ar gevredigezh MLK-Gwened evit ober war-dro ar Bizh. Pa emezelloc’h er gevredigezh-se e lakit raktres ar moneiz lec’hel da vevañ hag e c’hellit ober war ar pemdez evit tizhout palioù ar garta.

Penaos emezelleñ er gevredigezh MLK-Gwened?

En-linenn e c’hellit leuniañ ar feurmskrid. En ur stal eskemm e c’hellit emezellañ ivez. 10 € eo ar skodenn vloaziek (pe sammad kengred).

Daoust hag ez eus ur riskl e kollfe ma bilhiji Bizh o dalvoudegezh?

Un euro a vez lakaet war ur gont en Nef evit pep Bizh roet d’an implijerien. Ur font gwarantiñ eo. Ma vez paouezet gant ar raktres e vo tu eskemm ar bilhiji Bizh a zo ganeoc’h e euroioù en-dro neuze, evit ar memes talvoudegezh.

C’hoant ‘m eus kinnig d’un embregerezh emezellañ. Penaos ober?

Soñjal a rit en ur stal en deus ar memes talvoudoù hag ar Bizh? Komzit dezhañ / dezhi eus ar raktres!

War hol lec’hien internet www.bizh.bzh e c’hello kavout titouroù ha goulenn emezellañ. Deuit e darempred ganeomp ha ez aimp da gejañ gantañ / ganti.

Daoust hag e c’hellañ prenañ traoù gant moneizioù lec’hel all?

Ket. N’eus nemet ar Bizh ez eus tu ober ganti hiziv an deiz war takad Mor Bihan Gwened Tolpad. N’eus ket tu implij moneizioù lec’hel all amañ.

Un devez bennak e vo tu marteze, hervez an eskemmoù a zo er mare-mañ etre ar moneizioù lec’hel e Breizh.

Eus tu ar moneiz

Hervez lezenn eo ar moneiz lec’hel?

Ya, e-giz ur skrid-prenañ pe un tiked preti. Amañ n’eus tu implij ar moneiz lec’hel e diabarzh ur rouead a zouj ouzh talvoudoù zo nemetken. N’eus efed ebet war kontouriezh an embregerezhioù, e euroioù e vez disklêriet an tailhoù hag an taosoù. 1 Bizh = 1 €.

Reolennet e vez ar moneizioù lec’hel klokaat gant al lezenn war an ekonomiezh sokial ha kengred (ESS), votet d’an 31 a viz Gouere 2014 (mellad L311-5 ha 6).

Petra ‘teu da vezañ an euroioù eskemmet e Bizhoù ?

pep euro roet a-enep ur Bizh e vez lakaet war ur gont a-ratoz gant ar gevredigezh MLK-Gwened. Ar “Font gwarantiñ” a vez graet eus anezhañ. En Nef emañ ar c’hont-se.

Daoust hag ur riskl falsadur a zo gant ar Bizh?

N’eus riskl ebet koulz lavaret dre ma ‘z eo suraet ar bilhiji. Ouzhpenn-se n’eus ket kalz a chañsoù e tispignfe arc’hant ur falser evit flodañ en ur roueded lec’hel bihan.

Peseurt difoc’hioù a zo gant ur SEL (Sistem Eskemm Lec’hel)?

En ur SEL e vez eskemmet gouiziegezhioù ha servijoù etre tud prevez nemetken, pe etre kevredigezhioù. Un seurt trok eo, gant kalz a dud, gant ar pal broudañ an darempredoù kenskoazel. Alies eo an amzer an unanenn (1 vunutenn = 1 SEL da skouer). Dre ma n’eus liamm ebet gant an euro n’eus ket tu eskemm gant embregerezhioù pe strollegezhioù. Er sistem ekonomiel emañ ar moneiz lec’hel. Daou sistem disheñvel int neuze met kenglotus e c’hellont bezañ!

Peseurt difoc’hioù a zo gant ar Bitcoin?

Un enep-Bitcoin eo ar Bizh!

Ur moneiz bedel eo ar Bitcoin. N’eo ket liammet gant an ekonomiezh gwirion ha servijout a ra evit ar brokerezh. Er c’hontrol eo harpañ an treuskem ekologel ha kengret pal ar Bizh. E stumm biljiji paper eo ar Bizh ivez.

Evit gouzout hiroc’h: http://monnaie-locale-complementaire-citoyenne.net/bitcoin/

Eus tu ar stalioù eskemm

Petra eo ur stal eskemm?

Ul lec’h e lec’h ma c’hell an dud eskemm euroioù e Bizhoù eo ar stalioù eskemm. Ur c’hoñvers e c’hell bezañ pe ur stand dalc’het gant ar gevredigezh MLK-Gwened.

Tu zo emezelañ er gevredigezh MLK-Gwened er stalioù eskemm ivez.

Penaos dont da vezañ ur stal eskemm?

Ma ‘z oc’h ur pourchaser e c’hellit goulenn bezañ ur stal eskemm ivez? Ur c’henemglev a-ratoz a vo ret sinañ d’ar c’houlz-se. Deuit e darempred ganeomp!

Penaos ez a en-dro ur stal eskemm?

gant ar gevredigezh MLK-Gwened e vez pourvezer an Bizhoù d’ar stal eskemm. Ur restr emezeladurioù ha kartennoù ezel a zo er stal eskemm ivez.

Ur c’hontouriezh a-ratozh a vez dalc’het evit an euroioù a vo lakaet war er font gwarantiñ.

  • Ma fell d’ur bevezer ober gant ar Bizh hep ma vefe ezel eus MLK-Gwened e ranko leuniañ ar feurmskrid emezellañ ha paeañ ar skodenn. Diskleriañ a ra neuze bezañ a-du gant karta ar moneiz, gant statudoù ar gevredigezh ha gant ar reoliadur diabarzh. Resevout a ra ur gartenn ezel.
  • Ma ‘z eo ezel ar bevezer e c’houlenn ar stal eskemm e gartenn ezel digantañ. Roet e vez dezhañ ar sammad Bizhoù a-enep ar memes sammad e euro.