Mellad 1. Anv ar gevredigezh
Krouet e vez etre an izili ur gevredigezh hervez lezenn ar 1añ a viz Gouere 1901 ha dekred ar 16 a viz Eost 1901, anvet “MLK – Gwened”.
Gwreskanv «Moneiz Lec’hel Klokaat – Gwened» eo «MLK-Gwened».
Mellad 2. Danvez ar gevredigezh
Krouiñ hag ober war-dro ur moneiz lec’hel klokaat keodedour e takad Mor Bihan – Tolpad Gwened eo pal ar gevredigezh “MLK – Gwened”.
Ar moneiz-se a harpo adlec’hiadur an armerzh, embregadoù ekologel ha kengret ha kresk al liammoù kevredadel.
Mellad 3. Sez kevredadel
Staliet eo ar sez kevredadel e ti ar c’hevredigezhioù, 31 straed Guillaume ar Bartz – 56000 Gwened.
Mellad 4. Framm hag atebegezh
A-stroll e vez meret ar gevredigezh.
Rannet e vez atebegezh ar gevredigezh etre an holl izili bet paeet o skodenn vloaz ganto.
Mellad 5. Ezeladur
Ezel eo kement hini a ra ar goulenn, a entu gant ar statudoù-mañ, gant karta ar gevredigezh ha reoliadur diabarzh ar gevredigezh.
N’eus nemet an izili hag o deus paeet o skodenn vloaz a c’hell kemer perzh en divizoù.
Mellad 6: Reoliadur diabarzh
Resisaet e vez doareoù mont en-dro ar gevredigezh MLK-Gwened er reoliadur diabarzh.
Mellad 7. Korvoderioù
Dont a ra korvoderioù ar gevredigezh eus skodennoù an izili, eus o ferzhiadegezh d’an obererezhioù, eus an diskeladurioù aozet gant ar gevredigezh, eus an donezonoù hag ar skoaziadoù a c’hello bezañ roet dezhi hag eus an holl korvoderioù aotreet gant al lezenn.
Mellad 8. Emvodoù-meur
Strollet e vez an izili bet paeet o skodenn vloazh ganto en emvodoù-meur. Galvet e vez un emvod-meur ur wech ar bloaz da nebeutañ gant ar C’huzul Luskañ.
E touez an izili o kemer perzh en emvod-meur e vez dibabet gant an emvod-meur izili ar C’huzul Luskañ. Gant an emvod-meur e vez divizet henchadurioù meur ar gevredigezh.
Mellad 9. Kuzul Luskañ
Dilennet e vez evit ur bloavezh.
Gant ar C’huzul Luskañ e vez meret ar gevredigezh ha kemeret an divizoù ret, gant ma ‘z int a-du gant heñchadurioù an emvod-meur.
Gant ar C’huzul Luskañ e vez dibabet izili evit lakaat an divizoù e-pleustr hag ober e anv ar gevredigezh en diavaez.
Mellad 10. Ezrolladur
N’eo ket ezel ken kemen hini:
- a ro e zilez ;
- a varv ;
- ne entu ket gant karta ar gevredigezh, gant ar statudoù pe gant ar reoliadur diabarzh. Bez e c’hell bezañ skarzhet d’ar mare-se dre un diviz e-doug un emvod Kuzul Luskañ.
Mellad 11. Divodadur
Divoded e c’hell ar gevredigezh bezañ da heul diviz an emvod-meur. Un dibennfreuzer(ez) pe meur a hini a vez anvet evit reiñ ar fred rik, ma vez anezhañ, d’ur gevredigezh he deus ur pal damheñvel.